|
|
An
euzhvil, avat, a ziskoueze bezań ker souezhet hag hi
!... Stouiń a reas e benn d'he saludiń, ar pezh a lakaas
e glopenn ramzel da stirlinkat bravik a-walc'h gant stok
e empenn : «Bililing !»
- Salud deoc'h, plac'h ouez ! emezań. Ne vern eus
pelec'h e teuit, na penaos hoc'h eus gellet douarań en
hon touez, ra viot degemeret mat gant an holl en ENEZ AR
ROD !
Krenań a rae e vouezh, evel pa n'en defe ket gellet
moustrań war e spouron.
Ar plac'h, avat, a voe kel laouen he c'halon ouzh e
glevout o tistagań ar gerioł seven-se en ur yezh na oa
ket dianav dezhi ma respontas kerkent... hep gouzout re
ar pezh a lavare :
- Trugarez, Aotrou !
- Kavet hoc'h eus en-dro ho krwrez-diabarzh, war a welan
! Arabat komz re, koulskoude !...
- E pelec'h emaon ? emezi.
- E palez ar Rod-Veur-Niverennet (Ra vo brallet !...)
e-kreiz ENEZ AR ROD, eme an euzhvil, o stouiń adarre e
benn heson.
« Setu aze da vutuniń. Ma fell deoc'h goulenn un dra
bennak ouzhpenn, horjellit ho penn, ha kerkent ha klevet
ar son e teredo Micherourien Servijań da seveniń ho
c'hoant.
« An Niverennoł 105.707.K.C'H.T.,
105.708.K.C'H.T. ha 105.709.K.C'H.T. a vez graet eus
an tri Micherour Servijań a bled gant ar gambr-mań.
« Evidon-me, emezań c'hoazh gant lorc'h, E Veurded "An
Ijinour Meur Brallań-Rod Niverenn Seizh" a reer
ac'hanon.
Hag echu e gomzoł, e savas war e izili a-dreńv hag e
stouas adarre e benn heson. (Bililing !...)
Ha, kerkent, e sankas el leurenn evel pa vije bet
lonket gant ar plańcheris houarn.
|
|
|