Diouzh ar Stankenn-Hep-distro, e save ur wenodenn strizh, anvet,
hag anvet mat gant tudigoł ar vro, na zistagent ket hec'h anv hep
krenań : « Gwenodenn-Ar-Sońjennoł-Foll ». Ha ret ansav ne oa ket
hep abeg o doa roet dezhi un anv ken iskis : ar feunteun a weled
war he ribl a dremene da vezań strobinellet. « Feunteun Varanton »
a raed anezhi. Bez ' e tlee dont da vezań brudet-holl, hag ar
vrud-se a bad atav ; rak daoust na chom mui liv ebet eus ar gwez
bras, pleustret gant evned diniver, a greske gwechall tro-dro d'he
bardell, n'eo ket aet da hesk he galloud. Meur a hini a zouj
c'hoazh he burzhudoł.
Plijet evel ma veze gant peoc'h ha kevrin ar c'hoadoł, n'he dije
ket gellet Viviana kavout, er c'hoad meur a-bezh, ul lec'h
peoc'husoc'h na hoalusoc'h war un dro da zevizal gant he sońjoł.
Eno e oa, eta, e teue d'en em repuiń pep gwech n'edo ket he zad er
gźr ; ar pezh a c'hoarveze ken alies ha bemdez.
Marzhin a ouie mat edo ar plac'h, d'ar c'houlz-se eus an deiz,
e-kichen ar feunteun. Ha, koulskoude, ne glaskas ket distreiń e
varc'h eus an hent a zlee e zegas betek enni. Keuz en devo,
a-barzh nemeur, d'ar mall e zoug bremań en diarbenn d'e donkadur.

Pa zifoupas Marzhin a-ziouzh gwasked ar c'hoad meur, edo ar plac'h yaouank en he c'hoazez e-kichen ar feunteun, ur mell levr, digor-bras, war he daoulin. Trouz donedigezh ar marc'h hag ar marc'heger, o waskań hag o terriń skourroł munut ar wenodenn pe ouzh o disteurel en ur vont, n'he lakaas ket zoken, da sevel he fenn.
An neuz da lenn e rae hepken Viviana rak, e melezour
sklaer ha boull ar feunteun, e spie, e-kuzh, an hini a zeue.
Minc'hoarzhin a reas hemań rak ur gorvigell ken aes da zizoleiń.
Hogen koantoc'h ha plijusoc'h da welout e oa c'hoazh Viviana eget
na grede. Ha, kentizh, ec'h ankounac'haas e ragenebiezh evit
sońjal hepken e douster an herradig-amzer a veve.
« Plac'h koant, emezań dezhi, en ur rediań e varc'h da chom a-sav
a-benn un nebeud kammedoł, piv oc'h ha petra 'rit amań ? Ur mailh
war e vicher e tlee bezań an hini en deus desket deoc'h lenn er
pikol levr-mań ! »
Adserriń a reas Viviana he levr hag en e lakaas
etalti, war ar pondalez marmor a dalveze dezhi da gador. Ha graet
d'an estrańjour un minc'hoarzh ken hoalus all, e respontas dezhań
:
« Perak va goulennata, o va mestr, c'hwi hag a oar pep tra ?
Viviana eo va anv. Emań va zad o chom nepell ac'halemań, er maner
a welit du-hont. Desket en deus din an nebeud a dra a ouzon... Ha,
bremań, e c'hortozan o kentelioł. »
Diskennet a-ziwar e varc'h, Marzhin a stagas al loen ouzh skod un
avalenn ouez hag a dostaas ouzh ar plac'h evit azezań etalti.
Houmań a bare bremań he selloł outań dizouj-kaer, hep paouez a
vinc'hoarzhin. Luskellat a rae he divesker a-us da zour ar
feunteun. En o mone-done, e spine a-wechou begoł he zreid gorre ar
melezour berus, a skrije neuze gant o allazig skańv ; ken e
sinklas, en diwezh, ur flistradig dour betek dremm an estrańjour
azezet e-kichen ar verc'h yaouank. Hep rannań ger, e sec'has
Marzhin, gant palv e zorn, an takennoł lintrus a ziruilhe war e
zivjod, evel pa vefent bet daeroł.
Daeroł !...Nag a zaeroł a skuilho a-raok pell amzer, da heul ar
c'hoari bugel-se ! Nep sin kevrinus, nep arouez ne c'helle mui
avat e lakaat da zistreiń war e giz. Re bell e oa aet bremań.
Nac'het en doa klevout mouezh e askre, a guzulie dezhań pellaat
diouzh ur seurt degouezhadenn. Dall e chomfe dirak sinoł.
Ha Marzhin ha lavarout dezhi, d'e dro, a-greiz minc'hoarzhin, eń
ivez :
« Ur mestr fur hoc'h eus bet. Perak klask unan all ?
- Ne c'hell ket un tad deskiń pep tra d'e verc'h. »
Daoust ha graet he doa ar respont amjestr-se a-zevri pe dre
ziouiziegezh ? Diaes e vefe bet gouzout. Diskouez a rae bezań ker
glan, a gorf hag a galon, ha dour treuzwelus ar feunteun a
adskeude, dres d'an ampoent, he stummoł mistr.
« Plac'hig koant, eme Varzhin, n'hoc'h eus ket sońjet, moarvat, er
ster a c'hellfen reiń d'ar gerioł emaoc'h o paouez distagań ? »
Hi, avat, hep distreiń he selloł dioutań, a eilgerias d'an
estrańjour :
« Sklaer eo o ster, evidon-me ! »
Edont bremań kichen-ha-kichen. Marzhin en dije gellet he briata
hag e stardań ouzh e vruched, netra nemet oc'h astenn e zivrec'h.
Ar wrez loskus en em sile en e wazhied a lakae e galon da dalmań
buanoc'h.
Fromet-holl gant un esmae hag un deneridigezh n'en
doa merzet, betek-henn, evit plac'h all ebet, e klaske en em
virout a grenań. A-benn un herradig, e c'houlennas outi :
« Gant petore kentel e c'hellfen kregiń d'ho kenteliań ? »
Dremm Viviana ne ziskulie netra eus he sońjoł don. Bez ' e selle
atav outań gant kemend-all a goantiz hag a zouster hoalus :
« Dre ar gentel a blijo ar muiań deoc'h, Aotrou ker, gant m'hon
devo ket da ruziań - na c'hwi na me - eus ar blijadur a dennimp
diouti. »