LANGLEIZ
1906-1975
Livour ha Skrivagner
Livour ha skrivagner, setu lakaet e daou
c'her un oberenn ken lies ; arzour, donezonet evit an
arzoł, a vije marteze gwell.
Ganet e Sarzhav (bro Wened), e oa chomet
Langleiz stag mat ouzh ar maezioł, koulz ar vro evel an
dud, ar Vretoned m'en doa dastumet o c'hanoł, primstuet
o labourioł, treset o dilhad.
Savet ag un tiegezh a-gozh, a-c'houde
ouzhpenn 500 vloaz e Breizh, en deus gouezet mirout e
hengounioł, ha lakaat ivez e dud en e dro da asantiń d'e
c'halv a livour.
Kentań durc'hadurioł e vuhez a zeue ag e
voem dirak e eontred :
René du GUERMEUR, breur e vamm,
marc'heger, hoalus bras, marvet diwar e c'hloazadennoł
er brezel 1914-18 ;
Elie de LANGLAIS, breur e dad, maer
Sarzhav, kuzulier meur, a ouie komz un tamm brezhoneg,
digor ouzh ar re 'rall hag emroüs kaer. Perzhioł e
dad-kuńv en doa a-du 'rall, Amédée de FRANCHEVILLE,
spered lemm ha livour amatour ijinus anezhań.
vet en deus e vugeliezh etre Kohanoł
Surzhur (bro Wened) hag Argelčs-Gazot er Pireneoł, ma
kare e dud chom er goańv heolietoc'h. En amveziadoł-se
en devoe kelennerion er gźr. Levezonet kaer e voe e
stuzegezh gant unan anezhe, ar beleg Carazé, kure en
Argelčs, e lakaas da zizoleiń al lennegezh ha da garout
Euskadi, c'hoazh m?en doa ezived da Vreizh.
Abred kaer e plijas dezhań tresań ;
harpet gant e vamm ha gant c'hoar e vamm e c'hounezas
aotre e dad da heuliań kentelioł e skol an Arzoł Kaer e
Naoned (1922) hag e re Paris (1926-1928).
En diamen e Paris e kavas e dro da
dostaat ouzh Breizh ha da zeskiń brezhoneg e unan el
levrioł p'en doa amzer vak. Startaet e voe e vignoniezh
gant Xavier V. HAAS en doa anavezet e Sarzhav, ha krouet
liammoł gantań a badas tre d'ar fin dreo c'henhoal d'an
engravań ha degemer an tiegezh HAAS e Paris
Neuze e voe an arme, e gońje e
Fontainebleau ; a drugarez Doue e oa kezeg, koadoł,
mignoned... aet an den da Maréchal-des-logis-chef, ur
c'haer a zisoc'h evit un arzour.
Distro e Breizh, e ti e dud e Kohannoł en
em roas da livań. Amzer ar Seiz Breur e oa, ma voe
kevredet a dost en o arz breizhat liesdiskiblek, a
c'hounezas seveniń Pabell Vreizh e Diskouezadeg
etrevroadel Paris (1937) gwelout ar buhezskrid diaheul .
Hag eń da ziazezań Labouradeg an Arz kristen gant an
tisavour James Bouillé.
Nav bloaz n'en doa ken evit bout
anavezet, en arbenn ag ar brezel. Puilh ha turmudek e
veze an amzer-hont kent ar brezel, un nevezadur bras e
oa d'an arz e Breizh, pinvidik m'edo c'hoazh an Iliz e
tro da adeiladiń ha da ginklań. A droc'h kaer e laboure,
e save steuńvoł, e rae imbourc'hoł kalvezel, e c'houneze
urzhiadoł daoust d'e oad yaouank. Dimeziń a rae er bloaz
1931 gant Annick Gazet du Chatelier (m'en devoe pevar a
vugale), a voe un harp dezhań a-hed e vuhez hag a lakaas
e oberenn da vout anavezet goude e dremenvan.
Pa grogas ar brezel 1939-45 e voe enluet
evit un « iskriv a vrezel », ma chomas da baouez e
Gwened, ma ne spire ket ar c'hezeg da zeverrań e amzer ;
plijet e vefe oc'h anaout broioł arall (Siria), hogen
nac'het eo outań. Ezluet e 1940, ne zeue urzhiad ebet
dezhań. E-doug pemp bloaz e voe Frańs o vevań un distro
da zerou ar c'hantved, rekizet e oa ar c'hirri, arsavet
an tredanań, dizurzhiet pep tra, amzer ar c'hirri dre
gezeg a veze en-dro. Ne oa lec'h ebet mui d'an
arzourion.
E 1941 e rae e sońj mont da Roazhon ma
voe barner arzel ha lennegel gant ar gelaouenn La
Bretagne. A bouez bras e voe e staliadur e Roazhon ma
lakaas e diegezh da zont. N'en doa ket ankouaet e
c'hourenez a Reviz, e Roazhon neoazh e reas hiziviken e
oberenn livour.
Echu ar brezel e c'hounezas korvo ag ar
frankiz vale a-benn andoniań e Breizh ha dre e veajoł e
tiwanas oberoł stank : un diskouezadeg c'hlaouadennoł ha
livadennoł war menezioł Arre, tresadennoł a-zivout enez
Sun, e dud hag e lec'hioł, un albom diwar Sant-Maloł
gwastet. E oberennoł diwezhań intret gant kement a
werc'helezh e oant, hiviziken e voent awenet gant e
faltazi.
Kemm digemm ma veze « buhez un arzour » e
1948, ez asantas mont da gelenner da skol an Arzoł Kaer
e Roazhon. Eurvezhioł frankiz a-walc'h en deveze evit
derc'hel gant e oberennoł :
Freskennoł, hentoł ar Groaz,
Taolennoł, tresadennoł,
Skeudennań levrioł hag engravań,
Levrioł gallek pe vrezhonek,
Stuiennoł kalvezel war al livań dre eoul
Rannvelour touet, e oa emellet en « Emsav
breizhat » ma c'hoarias ur roll a-bouez evit unvaniń
skrivadur ar brezhoneg, ma skoazellas skignań al levrioł
brezhonek gant Ar B.A.L.P. Kadoriad Kelc'h keltiek
Roazhon, kensaver Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerion
gant an Itron Vefa de BELLAING ha Ronan HUON, n'en doa
ket paouezet a zifenn krog ar brezhoneg. O kuzuliań an
eil, oc'h unvaniń ar re all, e veze digor e zor
dalc'hmat e tro kreisteiz evit lezel e veurevezh gant al
labour, rak ul labourer tenn e oa, sonn e vennantez,
daoust d'e vin karadek. Un den a labour eo bet an
hunvreer-se.
Un imbourc'h pad eo bet e vuhez durc'haet
d'ar gwellań ha d'ar gened « oc'h ober kalvar ha
merzherinti un arzour », un doare klask d'ar Graal :
Imbourc'h rinek en e oberenn lennegel,
relijiel en e oberenn livour,
Imbourc'h kalvezel e peurwellder al
linenn koulz hag an diazez.
E c'hoa d'ar peurwell en degase da gavout
gwell e livadennoł diwezhań diwar goust e oberennoł
koshoc'h, ken na zegouezhe dezhań distrujań taolennoł
a-wezhall pe o zreiń a-benn o adarverań.
Daoust e garantez ouzh Breizh en deus
mennet reiń d'e oberenn ur par hollvedel ha deuet eo
a-benn dreist-holl dre al lennegezh, gant e Technique de
la peinture ą l?huile [Kalvezder al livań dre eoul] bet
troet e japaneg hag en izelvroeg, e Roman du roi Arthur
[Romant ar roue Arzhur] stag ouzh tem hollvedel ar
moliaezh arzhuriat, bet kurunet gant Akademiezh Frańs.
Siwazh, ned eo ket bet troet e levrioł e saozneg.
Gopret bet e oberenn livour gant Priz
Blumenthal e 1939 ha Priz New York e 1962. Prenet ma 'z
eo bet e staliad engravadennoł gant Mirdi Breizh e
Roazhoan e c'hello e oberenn skeudenner bezań gwelet
gant an holl ; er savadurioł relijiel, digor ar pep
muiań anezhe d'an dud, hag e Mirdi Leon e Lesneven e vo
tro da zaremprediń e oberennoł ramzel.
Marvet 69 vloaz, e Roazhon, da heul ur
vuhez barr, hep bout peursevenet, e vefe bet plijet o
lakaat e brezhoneg levrennoł all Roman ar roue Arzhur.
Sońj hor bo ag un den yaouank dalc'hmat, brient ar re o
tispartiań abred. R'en devo kavet ar peoc'h, a pa lavare
: « ar brederi a zougan ennon ne arsavo nemet ganin ».
Tugdual de LANGLAIS
Troidigezh : Turiaw AR MENTEG
|
|
|
|
 |
|
|
Kohanno Khoz ti-annez ZL assavet
gantan e-unan |
|
Ar Seizh Breur
Un arvez arall ag e bersonelezh a vo
dizoloet ganimp bremań. Ganet e Breizh en doa kavet e
vreizhegezh hag a-hed e vuhez e voe abostol sevenadur
Breizh hag ur stourmer anezhań.
Da gentań e voe unan eus ar Seizh Breur
[seizh, niver hud, un doare « Pléiade » a Vreizh']. E
gwirionez, ouzhpenn seizh e voent' Gant Jeanne MALIVEL
ha René-Yves CRESTON e voe diazezet an emsav
sevenadurel-mań, e 1923. Arzourion yaouank anezhe, gred
enne, e c'hoantaent nevezadur an arzegezh vreizhat, bet
manet stag ouzh an togoł mod kozh, ar bragoł bras, pe ar
volennad sistr, eleze ouzh ar « bretonirioł »
gwallvrudet e doare Théodore Botrel.
D'o heul e teuas meur a arzour yaouank
donezonet, c'hoant gante pellaat diouzh hent o
diaraogerion, mennet kentoc'h da glask an traoł diles.
Arz Breizh en e bezh a vennent neveziń hag azasaat ouzh
an amzerioł nevez, o virout dezhań e spesadelezh, dre
gemm an arz diloc'h en un arz war emdreiń gant ar spered
kelt. En emsav sevenadurel-mań e oa dreistholl Jeanne
MALIVEL, met ivez James BOUILLÉ, Xavier HAAS, Georges
ROBIN, hag ur bern re 'rall. Xavier DE LANGLAIS
(LANGLEIZ) a voe en o mesk, an hini yaouankań ag ar
bare. 18 vloaz ne oa ken pa 'z eas gante.
A-bouez e voe an emsav-mań war lod ag e
oberoł, an hini nebeutań anavezet d'an dud, an engravań.
Mat eo lakaat meiz ez eo ungenezh oberoł hevelep
arzourion vreizhat evit a sell an engravań. Evidon-me ne
gav ket din ez afed re bell o lavarout ez eus bet ur wir
skol gant an arzourion-mań, a-fet engravań atav, e doare
skol Pont-Aven a-fet al livań' Meur a wezh e tegouezhas
d'an engraverion labourat kevret, a-benn embann ur
steudad sent Breizh da nebeutań, pep hini o vout karget
ag un niver engravioł. Brav eo gwelout en deus pep unan
graet diouzh e stil, kenstag mand eo neoazh an hollad,
diouzh skoueraat mennoz ar skol a venegan amań.
Bezań Seizh Breur a oa ur framm spered,
un ivoul kuitaat al leur gozh, ur c'hlask d'an diles. Ne
oa ket bet hevelep tuadur hep en devout krog war
livouriezh LANGLEIZ. Ne venne ket ober « bretonirioł »,
eń ivez. Eno, a sońj din, e ranker klask diazez hevelep
nac'h, pa felle dezhań bout feal da engouestl e
yaouankiz. Ent diac'hinek e oa mennet da reiń d'e
livadennoł un arvez hollvedel ha neptu, e sigur diankań
diouzh an arzaeloł taolet war e ziaraogerion koulz ha
war e gempredidi. Marteze e c'heller displegań arwarzh
al livouriezh « testoł an amzerioł tremenet », disprizet
a-walc'h gant ma zad, dre emdro prim hon sevenadur :
hevelep livadennoł zo deuet neuze da destoł ag un amzer
a zo bet, ezvezant enne donezon ha personelezh an
arzour' Dianav e ve manet moarvat arzourion niverus
hanterenn gentań an ugentvet kantved keneve d'ar
reverzhi kalvezel-se.
Ne oa ket neoazh gwell Vreizhad eget ma
zad. Evit an abegoł displeget a-baouez, n'en doa ket
c'hoantaet ma ve merket e livadennoł dre e orin ; dibaot
a wezh e veze Breizh el lodenn-mań ag e oberoł. A-zifezh
kaer en doa graet, me zo sur deoc'h, rak dre vras eo
kement-se a zisklerias din un dro bennak a-zivout an
argraf-se ma oan prederiet gantań' Mennet e oa da chom
en eńvor evel ul livour klasel ha neket evel test e
amzer.
LANGLEIZ a oa a-genglot gant James
BOUILLÉ, Labouradeg vreizhat an Arz kristen a
ziazezjont, o oberenn glokań o vout chapel Skolaj
Sant-Jozeb Lannuon, m'o doa prederiet war bep munud,
betek an dilhad oferenn, bet sevenet e Labouradeg
liderezhel an Itron de PLANHOL, e diazalc'h Labouradeg
vreizhat an Arz kristen.
Aet James BOUILLÉ da anaon goude reuz
1945, da heul e vac'hadur direizh, ne chomas ket bev
Labouradeg an Arz kristen war-lerc'h e ziazezer.
Diwezhań kadoriad ar Seizh Breur e voe
LANGLEIZ war-lerc'h ar brezel. N'edod ket ganti ken hag
ez eas an emsav da get e unan hep dale pell.
Gaėtan de Langlais
Troidigezh : Turiaw AR MENTEG
|
|
|
|
Retour au
Sommairre de
X. de Langlais
|
 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ouvrages consacrés aux Seiz
Breur :
Ar Men n°52 et
55 de Daniel Le Couėdic
|
|
|
|
|
|
|