|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Armor Magazine |
|
|
|
|
|
|
|
Ur
romant faltazi e brezhoneg embannet ar wech kentañ e
1944 gant Skrid ha Skeudenn, ha distrujet an hanter
vrasañ dioutañ gant bombezennoù. Un embannadur all vo
kaset da benn e 1949 gant ar BALB (Breuriezh Al Levrioù
e Brezhoneg) met louedet eo bet ul lodenn vras ar
wech-mañ... Ret e oa kaout kalon evit kenderc'hel !
Graet eo bet !
Avel vat war an trede embannadur !
Ar c'hinnig zo bet savet gant Maodez Glandour e 1949 hag
ar rakskrid gant Langleiz ec'h-unan. Troet eo bet ar
romant e galleg e 1946 dindan an anv : L'ILE SOUS
CLOCHE, embannet gant Aux portes du large hag e 1965 ha
1982 gant Denoel.
Ur plac'h yaouank aet he bag er mor e-kreiz ur
gorventenn a zo taolet war un enezenn dianav, Enez ar
Rod. Enni e vez o chom boudoù bev, tost-kar d'ar re
spontusañ a vez gwelet hirio an deiz war skrammoù
skinwel ar bed, ha krouadurioù ar Skiant ha n'eo ket
atav skiant faltazi...
Diskoulm ebet evit gellout distreiñ d'he bed orin ? Ne
vo ket tra-walc'h gant he ferzhioù azasadurezh, hec'h
ijin ha zoken he faltazi, ha koulskoude...
Aes da lenn, skrivet en ur yezh klasel ha displeget,
ouzhpenn, e fin al levr, ar pozioù gwenedek ha n'int ket
gwall anavezet.
Ar skrivagner :
Xavier de Langleiz 1906-1975, skrivagner hag arzour. E
strollad ar Seiz breur e oa-eñ, strollad savet e amzer
an Arts déco. gant René Creston (1924). Keit ha ma oa ar
skrivagner o studial e skol an Arzoù-kaer e Pariz eo
kroget da zeskiñ brezhoneg ha stumm gwenedek ar yezh pa
zistroe da vro Wened. Brudet eo ul lodenn vat eus e
oberennoù, da skouer Tristan hag Izold, Kanoù en noz,
Romant ar roue Arzur, Ene al linennoù, h.a. Kenlabouret
en deus gant kazetennoù arzel ha lennegel ivez. E
dresadennoù, e livadurioù eo a zo kalz brudetoc'h
c'hoazh. |
|
|
|
|
|
|
|
|
Garmenig IHUELLOU |
|
|
|
An
embanner :
Mouladurioù Hor Yezh renet gant Tereza Desbordes, o
deus kaset war-raok al labour. Ul levr a 310 pajenn
skeudennet kaer-meurbet gant tresadennoù an oberour.
Priz al levr : 140 lur, 21,34 Euro. - Mouladurioù Hor
Yezh, 1, Plasenn Charles Peguy - 29260 LESNEVEN.
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|

Retour au SOMMAIRE
de l'Ile sous cloche |
|