2
I
An euzhvil, avat, a ziskoueze bezañ ker souezhet hag hi !... Stouiñ a reas e benn d'he saludiñ, ar pezh a lakaas e glopenn ramzel da stirlinkat bravik a-walc'h gant stok e empenn : «Bililing
- Salud deoc'h, plac'h ouez ! emezañ. Ne vern eus pelec'h e teuit, na penaos hoc'h eus gellet douarañ en hon touez, ra viot degemeret mat gant an holl en ENEZ AR ROD !
Krenañ a rae e vouezh, evel pa n'en defe ket gellet moustrañ war e spouron.
Ar plac'h, avat, a voe kel laouen he c'halon ouzh e glevout o tistagañ ar gerioù seven-se en ur yezh na oa ket dianav dezhi ma respontas kerkent... hep gouzout re ar pezh a lavare :
- Trugarez, Aotrou !
- Kavet hoc'h eus en-dro ho krwrez-diabarzh, war a welan ! Arabat komz re, koulskoude !...
- E pelec'h emaon ? emezi.
- E palez ar Rod-Veur-Niverennet (Ra vo brallet !...) e-kreiz ENEZ AR ROD, eme an euzhvil, o stouiñ adarre e benn heson.
« Setu aze da vutuniñ. Ma fell deoc'h goulenn un dra bennak ouzhpenn, horjellit ho penn, ha kerkent ha klevet ar son e teredo Micherourien Servijañ da seveniñ ho c'hoant.

« An Niverennoù 105.707.K.C'H.T., 105.708.K.C'H.T. ha 105.709.K.C'H.T. a vez graet eus an tri Micherour Servijañ a bled gant ar gambr-mañ.
« Evidon-me, emezañ c'hoazh gant lorc'h, E Veurded "An Ijinour Meur Brallañ-Rod Niverenn Seizh" a reer ac'hanon.
Hag echu e gomzoù, e savas war e izili a-dreñv hag e stouas adarre e benn heson. (Bililing !...)
Ha, kerkent, e sankas el leurenn evel pa vije bet lonket gant ar plañcheris houarn.

Embannaduriou