biographie
Buhezskrid

 





(Luc'hskeudenn Gaetan de Langlais)

avier de LANGLAIS

Kohanno nevez






LANGLEIZ

1906-1975

Livour ha Skrivagner

Livour ha skrivagner, setu lakaet e daou c'her un oberenn ken lies ; arzour, donezonet evit an arzoł, a vije marteze gwell.

Ganet e Sarzhav (bro Wened), e oa chomet Langleiz stag mat ouzh ar maezioł, koulz ar vro evel an dud, ar Vretoned m'en doa dastumet o c'hanoł, primstuet o labourioł, treset o dilhad.

Savet ag un tiegezh a-gozh, a-c'houde ouzhpenn 500 vloaz e Breizh, en deus gouezet mirout e hengounioł, ha lakaat ivez e dud en e dro da asantiń d'e c'halv a livour.

Kentań durc'hadurioł e vuhez a zeue ag e voem dirak e eontred :

René du GUERMEUR, breur e vamm, marc'heger, hoalus bras, marvet diwar e c'hloazadennoł er brezel 1914-18 ;

Elie de LANGLAIS, breur e dad, maer Sarzhav, kuzulier meur, a ouie komz un tamm brezhoneg, digor ouzh ar re 'rall hag emroüs kaer. Perzhioł e dad-kuńv en doa a-du 'rall, Amédée de FRANCHEVILLE, spered lemm ha livour amatour ijinus anezhań.

vet en deus e vugeliezh etre Kohanoł Surzhur (bro Wened) hag Argelčs-Gazot er Pireneoł, ma kare e dud chom er goańv heolietoc'h. En amveziadoł-se en devoe kelennerion er gźr. Levezonet kaer e voe e stuzegezh gant unan anezhe, ar beleg Carazé, kure en Argelčs, e lakaas da zizoleiń al lennegezh ha da garout Euskadi, c'hoazh m'en doa ezived da Vreizh.

Abred kaer e plijas dezhań tresań ; harpet gant e vamm ha gant c'hoar e vamm e c'hounezas aotre e dad da heuliań kentelioł e skol an Arzoł Kaer e Naoned (1922) hag e re Paris (1926-1928).

En diamen e Paris e kavas e dro da dostaat ouzh Breizh ha da zeskiń brezhoneg e unan el levrioł p'en doa amzer vak. Startaet e voe e vignoniezh gant Xavier V. HAAS en doa anavezet e Sarzhav, ha krouet liammoł gantań a badas tre d'ar fin dreo c'henhoal d'an engravań ha degemer an tiegezh HAAS e Paris

Neuze e voe an arme, e gońje e Fontainebleau ; a drugarez Doue e oa kezeg, koadoł, mignoned... aet an den da Maréchal-des-logis-chef, ur c'haer a zisoc'h evit un arzour.

Distro e Breizh, e ti e dud e Kohannoł en em roas da livań. Amzer ar Seiz Breur e oa, ma voe kevredet a dost en o arz breizhat liesdiskiblek, a c'hounezas seveniń Pabell Vreizh e Diskouezadeg etrevroadel Paris (1937) gwelout ar buhezskrid diaheul . Hag eń da ziazezań Labouradeg an Arz kristen gant an tisavour James Bouillé.

Nav bloaz n'en doa ken evit bout anavezet, en arbenn ag ar brezel. Puilh ha turmudek e veze an amzer-hont kent ar brezel, un nevezadur bras e oa d'an arz e Breizh, pinvidik m'edo c'hoazh an Iliz e tro da adeiladiń ha da ginklań. A droc'h kaer e laboure, e save steuńvoł, e rae imbourc'hoł kalvezel, e c'houneze urzhiadoł daoust d'e oad yaouank. Dimeziń a rae er bloaz 1931 gant Annick Gazet du Chatelier (m'en devoe pevar a vugale), a voe un harp dezhań a-hed e vuhez hag a lakaas e oberenn da vout anavezet goude e dremenvan.

Pa grogas ar brezel 1939-45 e voe enluet evit un « iskriv a vrezel », ma chomas da baouez e Gwened, ma ne spire ket ar c'hezeg da zeverrań e amzer ; plijet e vefe oc'h anaout broioł arall (Siria), hogen nac'het eo outań. Ezluet e 1940, ne zeue urzhiad ebet dezhań. E-doug pemp bloaz e voe Frańs o vevań un distro da zerou ar c'hantved, rekizet e oa ar c'hirri, arsavet an tredanań, dizurzhiet pep tra, amzer ar c'hirri dre gezeg a veze en-dro. Ne oa lec'h ebet mui d'an arzourion.

E 1941 e rae e sońj mont da Roazhon ma voe barner arzel ha lennegel gant ar gelaouenn La Bretagne. A bouez bras e voe e staliadur e Roazhon ma lakaas e diegezh da zont. N'en doa ket ankouaet e c'hourenez a Reviz, e Roazhon neoazh e reas hiziviken e oberenn livour.

Echu ar brezel e c'hounezas korvo ag ar frankiz vale a-benn andoniań e Breizh ha dre e veajoł e tiwanas oberoł stank : un diskouezadeg c'hlaouadennoł ha livadennoł war menezioł Arre, tresadennoł a-zivout enez Sun, e dud hag e lec'hioł, un albom diwar Sant-Maloł gwastet. E oberennoł diwezhań intret gant kement a werc'helezh e oant, hiviziken e voent awenet gant e faltazi.

Kemm digemm ma veze « buhez un arzour » e 1948, ez asantas mont da gelenner da skol an Arzoł Kaer e Roazhon. Eurvezhioł frankiz a-walc'h en deveze evit derc'hel gant e oberennoł :

- Freskennoł, hentoł ar Groaz,

- Taolennoł, tresadennoł,

- Skeudennań levrioł hag engravań,

- Levrioł gallek pe vrezhonek,

Stuiennoł kalvezel war al livań dre eoul

Rannvelour touet, e oa emellet en « Emsav breizhat » ma c'hoarias ur roll a-bouez evit unvaniń skrivadur ar brezhoneg, ma skoazellas skignań al levrioł brezhonek gant Ar B.A.L.P. Kadoriad Kelc'h keltiek Roazhon, kensaver Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerion gant an Itron Vefa de BELLAING ha Ronan HUON, n'en doa ket paouezet a zifenn krog ar brezhoneg. O kuzuliań an eil, oc'h unvaniń ar re all, e veze digor e zor dalc?hmat e tro kreisteiz evit lezel e veurevezh gant al labour, rak ul labourer tenn e oa, sonn e vennantez, daoust d'e vin karadek. Un den a labour eo bet an hunvreer-se.

Un imbourc'h pad eo bet e vuhez durc'haet d'ar gwellań ha d'ar gened « oc'h ober kalvar ha merzherinti un arzour », un doare klask d'ar Graal :

Imbourc'h rinek en e oberenn lennegel, relijiel en e oberenn livour,

Imbourc'h kalvezel e peurwellder al linenn koulz hag an diazez.

E c'hoa d'ar peurwell en degase da gavout gwell e livadennoł diwezhań diwar goust e oberennoł koshoc'h, ken na zegouezhe dezhań distrujań taolennoł a-wezhall pe o zreiń a-benn o adarverań.

Daoust e garantez ouzh Breizh en deus mennet reiń d'e oberenn ur par hollvedel ha deuet eo a-benn dreist-holl dre al lennegezh, gant e Technique de la peinture ą l?huile [Kalvezder al livań dre eoul] bet troet e japaneg hag en izelvroeg, e Roman du roi Arthur [Romant ar roue Arzhur] stag ouzh tem hollvedel ar moliaezh arzhuriat, bet kurunet gant Akademiezh Frańs. Siwazh, ned eo ket bet troet e levrioł e saozneg.

Gopret bet e oberenn livour gant Priz Blumenthal e 1939 ha Priz New York e 1962. Prenet ma 'z eo bet e staliad engravadennoł gant Mirdi Breizh e Roazhoan e c'hello e oberenn skeudenner bezań gwelet gant an holl ; er savadurioł relijiel, digor ar pep muiań anezhe d'an dud, hag e Mirdi Leon e Lesneven e vo tro da zaremprediń e oberennoł ramzel.

Marvet 69 vloaz, e Roazhon, da heul ur vuhez barr, hep bout peursevenet, e vefe bet plijet o lakaat e brezhoneg levrennoł all Roman ar roue Arzhur. Sońj hor bo ag un den yaouank dalc'hmat, brient ar re o tispartiań abred. R'en devo kavet ar peoc'h, a pa lavare : « ar brederi a zougan ennon ne arsavo nemet ganin ».

                                                                                                                                                   Tugdual de LANGLAIS

Troidigezh : Turiaw AR MENTEG











Kohanno Khoz ti-annez ZL assavet gantan e-unan