|
|
Ar Seizh Breur
Un arvez arall ag e bersonelezh a vo
dizoloet ganimp bremań. Ganet e Breizh en doa kavet
e vreizhegezh hag a-hed e vuhez e voe abostol
sevenadur Breizh hag ur stourmer anezhań.
Da gentań e voe unan eus ar Seizh
Breur [seizh, niver hud, un doare « Pléiade » a
Vreizh']. E gwirionez, ouzhpenn seizh e voent' Gant
Jeanne MALIVEL ha René-Yves CRESTON e voe diazezet
an emsav sevenadurel-mań, e 1923. Arzourion yaouank
anezhe, gred enne, e c'hoantaent nevezadur an
arzegezh vreizhat, bet manet stag ouzh an togoł mod
kozh, ar bragoł bras, pe ar volennad sistr, eleze
ouzh ar « bretonirioł » gwallvrudet e doare Théodore
Botrel.
D'o heul e teuas meur a arzour
yaouank donezonet, c'hoant gante pellaat diouzh hent
o diaraogerion, mennet kentoc'h da glask an traoł
diles. Arz Breizh en e bezh a vennent neveziń hag
azasaat ouzh an amzerioł nevez, o virout dezhań e
spesadelezh, dre gemm an arz diloc'h en un arz war
emdreiń gant ar spered kelt. En emsav
sevenadurel-mań e oa dreistholl Jeanne MALIVEL, met
ivez James BOUILLÉ, Xavier HAAS, Georges ROBIN, hag
ur bern re 'rall. Xavier DE LANGLAIS (LANGLEIZ) a
voe en o mesk, an hini yaouankań ag ar bare. 18
vloaz ne oa ken pa 'z eas gante.
A-bouez e voe an emsav-mań war lod ag
e oberoł, an hini nebeutań anavezet d'an dud, an
engravań. Mat eo lakaat meiz ez eo ungenezh oberoł
hevelep arzourion vreizhat evit a sell an engravań.
Evidon-me ne gav ket din ez afed re bell o lavarout
ez eus bet ur wir skol gant an arzourion-mań, a-fet
engravań atav, e doare skol Pont-Aven a-fet al
livań' Meur a wezh e tegouezhas d'an engraverion
labourat kevret, a-benn embann ur steudad sent
Breizh da nebeutań, pep hini o vout karget ag un
niver engravioł. Brav eo gwelout en deus pep unan
graet diouzh e stil, kenstag mand eo neoazh an
hollad, diouzh skoueraat mennoz ar skol a venegan
amań.
Bezań Seizh Breur a oa ur framm
spered, un ivoul kuitaat al leur gozh, ur c'hlask
d'an diles. Ne oa ket bet hevelep tuadur hep en
devout krog war livouriezh LANGLEIZ. Ne venne ket
ober « bretonirioł », eń ivez. Eno, a sońj din, e
ranker klask diazez hevelep nac'h, pa felle dezhań
bout feal da engouestl e yaouankiz. Ent diac'hinek e
oa mennet da reiń d'e livadennoł un arvez hollvedel
ha neptu, e sigur diankań diouzh an arzaeloł taolet
war e ziaraogerion koulz ha war e gempredidi.
Marteze e c'heller displegań arwarzh al livouriezh «
testoł an amzerioł tremenet », disprizet a-walc'h
gant ma zad, dre emdro prim hon sevenadur : hevelep
livadennoł zo deuet neuze da destoł ag un amzer a zo
bet, ezvezant enne donezon ha personelezh an arzour'
Dianav e ve manet moarvat arzourion niverus
hanterenn gentań an ugentvet kantved keneve d'ar
reverzhi kalvezel-se.
Ne oa ket neoazh gwell Vreizhad eget
ma zad. Evit an abegoł displeget a-baouez, n'en doa
ket c'hoantaet ma ve merket e livadennoł dre e orin
; dibaot a wezh e veze Breizh el lodenn-mań ag e
oberoł. A-zifezh kaer en doa graet, me zo sur
deoc'h, rak dre vras eo kement-se a zisklerias din
un dro bennak a-zivout an argraf-se ma oan prederiet
gantań' Mennet e oa da chom en eńvor evel ul livour
klasel ha neket evel test e amzer.
LANGLEIZ a oa a-genglot gant James
BOUILLÉ, Labouradeg vreizhat an Arz kristen a
ziazezjont, o oberenn glokań o vout chapel Skolaj
Sant-Jozeb Lannuon, m'o doa prederiet war bep munud,
betek an dilhad oferenn, bet sevenet e Labouradeg
liderezhel an Itron de PLANHOL, e diazalc'h
Labouradeg vreizhat an Arz kristen.
Aet James BOUILLÉ da anaon goude reuz
1945, da heul e vac'hadur direizh, ne chomas ket bev
Labouradeg an Arz kristen war-lerc'h e ziazezer.
Diwezhań kadoriad ar Seizh Breur e
voe LANGLEIZ war-lerc'h ar brezel. N'edod ket ganti
ken hag ez eas an emsav da get e unan hep dale pell.
Gaėtan de Langlais
Troidigezh : Turiaw AR MENTEG
|
|