bros
MARZIN


Chapitre VIII















« Feunteun Varanton »





r gontadenn a zilez bremań ar roue Arzhur hag a zistro da Varzhin. Kerkent ha degouezhet hemań en Armorig, e oa aet a gastell da gastell evit pediń, a-berzh e vestr, holl roueed ha duged kurunet a Vreizh-Vihan da zont, d'an deiz-mań-deiz, da gompezenn Salibery, e-lec'h ma tlee en em zastum an armead kristen.


Rak ne oa ket mui hepken rouantelezh an Div Vreizh e felle d'ar Saozon drastań, aloubiń, mac'homań, met ar Bed Kristen en e bezh.
Re alies e oa bet faezhet ar Vretoned en abeg d'o dizunvaniezh. Hiziv, evit kaout an trec'h da vat, e tlefent en em zastum, erfin, en-dro d'un penn-brezel unvan. Ha piv, nemet Arzhur, o roue yaouank, a c'hellfe ren warno hep arvar na dael ? Daoust ha ne oa ket bet dilennet gant an Aotrou Doue E-Unan, ha lakaet a-us d'an holl, dre vurzhud ar C'hleze, en un doare na c'helle ket bezań splannoc'h ?
Setu a zisplegas Marzhin d'e ostizion. Ret e voe d'ar re-mań anzav edo ar wirionez gantań. « Ya », a lavarjont eta, a-unvouezh, da gannad Arzhur : da Salibery ez afent gant o dalc'hidi ; ha, d'an deiz dibabet gant roue an div Vreizh, ec'h argadfent, holl a-gevret, ar Saozon. Ha, gant skoazell an Neńv, en o stlapfent er mor, ha pa zlefent, int o-unan, koll o buhez en emgann uhel-se. Hag evit diskouez o feiz e reizhded o stourmad, e tivizjont kemer, adal-vremań, da ardamez brezel, arouez Salver ar Bed, o gwir Arc'hmestr : ur groaz ruz, brouderezet war seiz gwenn-kann o bannieloł. Diwar an arouez santel-se, en em anavezfe hiziviken, an eil re ar re all, holl izili an armead kristen.


Ha neuze, sevenet eus e wellań ar gefridi a oa bet fiziet ennań gant ar roue Arzhur,e kemeras Marzhin penn an hent a zlee e zegas en-dro, tennadig goude tennadig, betek ribl ar mor.
Da vare an darvoudoł hon eus bremań da zisplegań, edo Marzhin e barr e oad gour. War-dro tregont vloaz en doa. Brav ha plijus e pep keńver evel m'edo, ha brudet ouzhpenn-se en abeg d'e zonezonoł dreist-denel, ne vefe ket bet diaes dezhań kavout kompagnunezed a blijadur e-leizh, koant e-touez ar re goantań. Koll mignoniezh an Aotrou Doue a zouje avat dreist pep tra, en amzer-hont. Hag a-walc'h e oa bet gant an doujańs-se evit e zistreiń betek-henn diouzh an Droug.

Kevrin an tonkadur ! Dre un degouezh fromus-kenań, e vo ur plac'h yaouankik-flamm, hogos ur grennardez, e zougo d'ar pec'hed.

Un deiz, a-bouez treiń ha kildreiń dre vaezioł Breizh-Izel, setu m'en em gavas Marzhin, hep sońjal, war wrimenn koad meur Brekilien. An abardaez a oa anezhi. Un abardaez a viz Mae. Tomm e oa dija skinoł an heol ha klouar gwaskedenn ar gwez. Aet skuizh, marteze, gant ar vuhez ken fur a rene abaoe keid-all, ne oa ket hep melkoni e kleve ar beajour galvadenn an nevez- amzer. Gouzout mat a rae Marzhin, eń hag a ouie pep tra, e oa e Brekilien e oa Viviana o chom. Viviana na oa nemeti a vefe gouest da levezoniń e donkadur ha da gemmań e vuhez, e doare pe zoare - en un doare mantrus, e gwirionez - mar deufe dezhań e c'harout. Ha, koulskoude, e-lec'h kenderc'hel gant e hent hep teurel ur sellad zoken ouzh ur c'hornad douar na c'helle kinnig dezhań nemet anken ha trubuilh, e sankas er c'hoadoł.









Anaoudegezh an dazont a zlefe sikour mab-den da stourm ouzh e blanedenn, rak ar stered - anat eo - ne c'hellont ket rediań unan en desped d'e youl. Hogen d'an abardaez-se e oa teneridigezh e gakon, kentoc'h eget furnez e spered a luske kammedoł Marzhin.
Adal pell amzer, an hiraezh da anavezout e enebourez yaouank e jahine. Fellout a rae dezhań he merzout hag he spiań a-bell. A-bell hepken ! Ha pa vefe dizoloet ar spiour, petra ' risklfe ? Diskredik e-keńver ar merc'hed evel ma veze Marzhin, ne gouezhfe ket e lasoł houmań. Ha, distavet e c'hoant-gouzout, ec'h adkavfe e beoc'h diabarzh.
Setu, da vihanań ar sigurioł a ijine, en e follentez, evit en em zigareziń, eń e-unan, eus ur froudenn ken arvarus.
Ar Stankenn-Hep-Distro, m'edo kuzhet enni maner Dionas, tad viviana, a oa nepell ac'haleno. Hogen ne dremene ket ar plac'h yaouank ar pep gwellań eus hec'h amzer e maner he zad. Kalz muioc'h e plije dezhi en em dennań hec'h-unan-penn gant hec'h huńvreoł muiań-karet, en ul lec'h digenvez a anaveze mat ...