Minc'hoarzhin a reas adarre Marzhin dirak he
soutilded.
« Hag ar gentel-se lakaet e-maez hon divizoł, petra 'rofec'h din en
eskemm d'ar boan a gemerfen ?
- Va c'halon a rofen deoc'h e prof, mignon ker. Va c'halon, ha netra
ouzhpenn...
- Ra vezo graet hervez ho c'hoant, mignonez ker, a eilgerias Marzhin
o waskań kement ha ma c'hellas war e gerseenn.
- Met, da gentań-holl, petra 'ouzoc'h ober ?
- Gouzout a ran kerzhout war c'horre an dour, gourc'hemenn ouzh ar
flammennoł hag ouzh ar seizh avel, lakaat da redek ur stźr e-lec'h
na voe nepred gwelet unan ; ha mil ha mil c'hoari all skańvoc'h pe
bounneroc'h. Me 'oar ivez reiń d'ur stlejennad vrumenn bennak ne
vern pe liv, ne vern pe stumm : stummoł ha livioł menezeier pe diez,
stummoł tud pe anevaled, pe euzhviled zoken. Gouzout a ouzon c'hoazh
dibradań ur c'hastell gant ar votenn-zouar e zouge, an armead a
strive d'e arsailhat hag ar soudarded e zifenne.
Ha, da brouiń ne glaskan ket ho lorbań gant sorc'hennoł, ez on prest
da ziskouez deoc'h ur gouel aozet evidoc'h-c'hwi hepken ha na vefe
nemedoc'h a gement a c'hellfe e welout, hep pellaat zoken diouzh
pondalez ar feunteun-mań. »
Ken plijet e voe Viviana gant kinnig Marzhin ma stlakas he daouarn.
Ha, kerkent, ec'h adsavas hemań, hag ez eas da gutuilh ur skourrig
kraoń-kelvez en ur vod gwezigoł a greske nepell ac'halese. Ur
c'helc'h a dresas goude, en-dro d'ar feunteun, gant beg ar skourr,
hag un nebeud gerioł kevrinus a hiboudas a vouezh izel. Hag echu e
lid-hud, e teuas da azezań adarre e-kichen e vuiań-karet. A-benn un
herradig amzer, e seblantas ar c'hoad meur fińval. Ha neuze, dirak
Viviana sebezet, e tifoupas a-zindan ar gwez marc'heion hag
itronezed, hag en em zalc'he dorn ouzh dorn, dre goubladoł, o kanań
en un doare dispar hep paouez a gerzhout war o goar.
Goude bezań en em renket war wrimienn ar c'helc'h a oa bet treset
gant Marzhin, e krogjont holl da gorolliń gant kemend-all a
ampartiz, endra sone biniawoł ha bombardoł dihewel, da eilań o
c'hammedoł mibin.
Nepell ac'halehont, e c'helled gwelout, el lijor, stumm ur c'hastell
kelc'hiet gant ul liorzh marellet a vleunioł dispar a bep seurt
livioł, glas-lin, ruz-flamm, melen-aour, ha leun a wezennoł o tougen
frouezh dedennus ken dispar all.
Sorbet evel m'edo gant nevezinti an arvest en em zisplege dirazi, ne
grede ket mui Viviana seniń ger.
Padout a reas ar gouel iskis-se betek mare ar gousperoł. Goude ar
c'horolloł, e voe astennet lińselioł gwenn-erc'h war ar c'hlazenn ha
degaset meuzioł ha diedoł e-leizh. Echu ar banvez ha lamet listri ha
lińselioł, e chomas an dimezelled da varvailhat ha da fistilhań
etrezo, e-pad ur pennad mat c'hoazh, endra ziduelle an aotrounez,
distroet d'o c'hoarioł kadarn ha d'ho mirc'hi, oc'h arsailhat
jakoł-plouz e rabinoł al liorzh.
Pa zeuas ar goubanner-noz, e krogas ar varc'heion, ar floc'hed, an
itronezed hag an dimezelled-se d'en em dennań, goustadik hag evel
gant keuz, trema ar c'hoad-meur, en ur gorolliń adarre. O skeudennoł
fuilhet a welas Viviana o teuziń a silik, koublad war-lerc'h
koublad, a-feur ma sankent e amc'houloł ar gwez bras. Dambrest
goude, e teuze ivez ar c'hastell el lusenn, hag e tianade d'e dro.
Hogen, war c'houlenn ar plac'h, e chomas al liorzh, a voe anvet
ganti, e koun ar blijadur he doa bet el lec'h benniget-se : « Repu
Pep Levenez ». Ha setu penaos e vez graet anezhi, c'hoazh hiziv
zoken.
« Koantenn, ret eo din ho tilezel, a lavaras, erfin, Marzhin da
Viviana.
- Ha perak kement-se a vall, keneil ker ? Daoust ha ne c'hellfec'h
ket deskiń din unan all eus ar c'hoarioł dispar a ouzoc'h ?
- Muioc'h a amzer vak eget n'am eus fenoz a zlefenn kaout. Dont a
rin en-dro hepdale. Ha neuze e teskin deoc'h ar re vravań eus ar
burzhudoł a ouzon sevel, gant ma vin asur ne nac'hot mui bezań din,
da c'houde.
- Gouzout a rit kenkoulz ha me, Aotrou ker, e kollfen war un dro va
brud-vat hag ho karantez, mar asantfen d'en em werzhań deoc'h er
c'hiz vezhus-se. Daoust ha n'on ket dija ho mignonez dre ar galon ?
Deskit din ar pezh am eus kement a c'hoant da c'houzout, hep goulenn
netra en eskemm. Hag, un deiz bennak, marteze... »
Ha Marzhin, « an den fur », div wech dallet peogwir e rakwele an
amzer-da-zont ken aes ha ma lenne en amzer-vremań, Marzhin a voe
diboell hag hegredik a-walc'h evit tremen gant divizoł ar goantenn :
bez ' e teskfe dezhi, neket hepken an holl ardoł-hud a ouie hag ul
lod kaer eus al lezennoł kuzh a ren ar bed, met ivez ur sekred
gouest da eilpenniń e blanedenn-eń. C'hoant en doa da vezań gopraet
en eskemm. Gopraet e vefe.
Na kriz e tlee bezań avat e gerseenn !
Xavier de LANGLAIS