|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
|
|
|
|
« Les sept frères » (AR SEIZH BREUR) zo titl ur gontadenn
c'hallaouek bet dastumet gant Jeanne MALIVEL war vaezioù
Loudieg. Dindan he stumm brezhoneg, AR SEIZ BREUR (1), e teuas da vezañ ar vodadeg
arzourion ha dornwezhourion aozet gant Jeanne MALIVEL e 1923
gant René-Yves ha Suzanne CRESTON da gentañ ha da heul gant
Pierre Abadie-LANDEL, Christian LEPART ha Gaston SEBILLEAU. An
triad kentañ en doa savet e zarempred - zoken betek Georges
ROBIN a vo dizale er strollad - e Paris e doug kentelioù
brezhoneg ar C'helc'h Keltiek. O kevrediñ o barregezhiù, o
mennad oa perzhiañ e Diskouezadeg Etrevroadel an Arzoù Kinklañ
prientet d'ar c'houlz-se ha diskouez d'ar bed strivoù Breizh
evit emzizober eus he c'hozh turubailhoù hag adsevel he dazont.
Da vat e teuas o youl sevel. Aozañ a rejont ar stal vreizhat, Ty
Breiz, hag ur gwir vrud a c'hounezjont. Ne c'halljont ket avat
kreskiñ diouzhtu : tremenvan Jeanne MALIVEL - ene ar c'hentañ
mare-mañ - ha chikan zoken a ginnigas lakaat fin d'an
abadenn-mañ. René-Yves ha Suzanne CRESTON, SEBILLEAU, ROBIN ha
André BATILLAT, ur c'heneil adeiladour galvet da skoazell, a
gendalc'has koulskoude da sturiañ hag e klaskjont un aozadur
nevez. Savet e voe e 1928 UNVANIEZ AR SEIZ BREUR (UASB),
embannet e voe ar gelaouenn Kornog hag ur manifesto o c'houlenn
digant krouerion Breizh bout spontus arnevez hep nac'hañ o
herezh gourdadel. |
|
|
|
 |
|
 |
|
|
|
Broderez
gant Suzanne Kreston, dorn-graet gant Marc le Berre |
Picher
gant Suzanne Kreston |
|
|
|
A-benn
brasaat e zegemer hag emvirout diouzh kevezereh difrouezh,
René-Yves CRESTON, kadoriad ar gevredigezh nevez, a glaskas
emglevioù gant James BOUILLÉ peurgetket, krouer e 1927 Strollad
an Droellenn (anvet ivez "Atelier Breton d'Art Chrétien")
a-gevret peurgetket gant Xavier de LANGLAIS a zeuas neuze da
vezañ unan eus AR SEIZ BREUR. An hent a voe hir, leun a antelloù
ha daleet gant broc'hadegoù kerseus, a lazhas Kornog. Tamm ha
tamm avat e kreñvas ar strollad hag e teuas da vezañ penn adsav
an Arz breizhek ma renas ouzhpenn an herouezadur. Rediet e voe
CRESTON da c'hoari gant an darvoudoù hag alies da loveal avat.
UASB a greskas e doareoù iskis a-wechoù. E1935, un emglev gant
ar Falz krouet gant Yann SOHIER a roas ar plas kentañ d'ar
brezhoneg, e gelenn hag e lennegezh. Pa voe kemennet
Diskouezadeg Etrevroadel 1937 e tistrojont da neuze d'o falioù
kentañ. Kevret e labouras Creston gant Octave-Louis AUBERT,
atebeg ar perzhiañ breizhat, hag e teuas da vezañ unan eus
aozerion ar stal rakwelet. UASB a greskas da neuze ha klokaet
war al labouradeg ma voe degemeret Xavier HAAS. Gwelloc'h e
kavas Xavier de LANGLAIS chom war gil o tiskouez da neuze ne due
ket gant ar forbaniñ o ren war ar brezhoneg en Diskouezadeg
Etrevroadel en ur erbediñ e geneiled dipitet pa n'edont ket er
jeu. |
|
|
|
 |
|
War
well e voe UASB da heul an Diskouezadeg Etre-vroadel ma he doa
anadet war an holl danvezioù : kizellañ, murlivañ, glustrañ,
pri-poazhañ, al levrioù, an dudouriezh, hogen ivez an armerzh a
voe da ziskouez peseurt mennozioù - dreist-holl an emrenerezh -
a rene er strollad. Bretagne 38, embannet ar bloaz war-lerc'h, a
ziskouezas pizh petra o doa c'hoant. Ar brezel da zont a zlee o
herzel avat. Divodet, bac'het pe disoñjet, AR SEIZ BREUR a
c'houzañvas holl enkadennoù ar brezel iskis-mañ. CRESTON, tuet
gant ar folklor ha kaset gant e labourioù war an dudouriezh
arzrodek da virdi Mab-Den, a voe bac'het evit bezañ harpet ar
Strouezh. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Raktress
ur gwiad moulet gant Suzanne Kreston |
|
|
|
|
Ne
c'halljont kregiñ en-dro nemet en hañv 1941. Hogen abaoe un
toullad mizioù e stigne Radio Roazhon abadennoù sevenadurel ma
obere meur a hini anezhe. Distro da Roazhon e kreskas CRESTON e
dud, e adkejas gant Roparzh HEMON, hag e reas eus UASB lusker ar
Framm Keltiek (Institut Celtique de Bretagne) krouet e here
1941. AR SEIZ BREUR a genlabouras evit sevel frammoù ha
programmoù war danvez an imbourc'h, ar c'helenn hag ar c'hrouiñ
o tezverkañ pe Vreizh a hunvreent. Unvan war dachenn an oberezh,
ne oant ket kement war hini ar mennozioù, dreist-holl war an
emzalc'h da gaout dirak digoroù rannvroel ar Stad C'hall.
Aozadur nevez an dornwezherezh hag an diawel evit AR SEIZ BREUR
da gaout ur plas a-bouez dre hanterouriezh ur Kevredigezh
Kenober Micherioù Breizh (Société Coopérative de Bretagne) o
zrubuilhas enta. Daelet en e zibaboù, en e zoare da greskiñ ar
strollad hag en e zoare a unan da ren e roas CRESTON e zilez a
gadoriad UASB, d'ar 4 c'hwevrer 1944, o kinnig lakaat Xavier de
LANGLAIS en e blas. Hogen re ziwezhat e oa. Netra ne adroas lañs
d'ar pezh a voe kent. Gant un emvodig e Sant-Brieg, d'an 26
gouhere 1947, eo ret neuze anzav termen an abadenn.
|
|
|
|
 |
|
 |
|
|
|
Studiadenn
ur ganastell gant Jeanne Malivel (1925) |
|
|
|
 |
|
|
|
Studiadenn
ur gwele-bank-bourell hag un daol-rabas gant Jeanne Malivel |
|
Studiadenn
ul lestr-taol-gwestell gant R.Y.Kreston
|
|
|
|
N'eo
ket hepken AR SEIZ BREUR o deus adsavet an Arz breizhek etre an
daou vrezel, hogen int eo o deus graet ar muiañ. O c'hrouadurioù
dispar, o diskleriadoù entanet hag o bezañs akuit en
Diskouezadegoù Etrevroadel a voe talvoudus meurbet. 62 breur ha
c'hoar ay eas d'ober UNVANIEZ AR SEIZ BREUR ha gant o diwezh e
fin ar brezel n' eus kerse ebet da gaout : he ferzh istorel a oa
echu. Ur mare all a zigore endeo ma c'halle ar frouezhusted
vreizhat, disammet eus he heudañ, emziskouez gant fiziañs.
(1). Doare skrivañ K.L.T. en arver betek 1941.
Daniel Le COUEDIC, Institut de
Géoarchitecture.
Troidigezh: GWENHAEL AR MENTEG
Evit gouzout muioc'h, klaskit e-barzh :
- "Seiz Breur, etre
hengoun hag amzer-vremañ", dindan
renerezh D. Le Couadic ha J.Y.Veillard, ti-embann "Terre de
brumes", testenn e galleg pe e brezhoneg.

- Ar gelaouenn "Ar Men", Nrenn 52 ha 55, enno
daou bennad diwar-benn ar "Seiz Breur",
- Levr J.R. ROTTE, "Ar Seiz Breur", ti-embann "Breizh hor
bro".
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sommaire Xv H. |