xavier haas



























































Xavier HAAS










































Livour hag engraver





























































1907-1950








































Bet ganet en un tiegezh en e aes, e Paris ma talc'he e dud ul leti, mab henań tri a vugale e oa. Xavier hag e ziv c'hoar : Florence, "Cosy", ha Marjolaine, "Fofi", a oa ur familh unan. Brezel 1914-1918 a zlee bout un darvoud poanius evit ar familh-mań eus ar Reter. Tad Xavier a oa bet aezhennet ken na varvas da heul ar brezel e 1936. Evel ul lod mat a re "Poilus" all ne zlee kaout e ehan kentań nemet e 1916 ! D'ar c'houlz-hont eo e voe graet ar skeudenn-mań :
























































Ar savadur ma'z eo ganet, straed Cassini e Paris.









Cosy, Fofi ha Xavier gant o zad.




















































Darempredoł kentań Xavier HAAS gant an arz zo dleet da vreur e vamm, livour donezonet hogen gouvidek a veve en adraoń an tiadur. E 1919, e Sarzhav (bro Wened), e tizoloas Breizh hag e voe gounezet dezhi e doug ur prantad bras er C'hoedig ma klaske addont e-barzh diwar ul louetvelfo tapet d'an oad a 6 vloaz en Elzas. Ar c'hleńved-se a zlee cheńch penn d' e vuhez. E Breizh, d' ar c'houlz-se e reas anaoudegezh gant ar Xavier all : Xavier de LANGLAIS (LANGLEIZ) a zlee emunaniń gant an triad.

E fin ar c'hrennoad (1925) e tiwanas o mignoniezh, ha biskoazh ne c'hwitas. Pa vezent pell e kenskrivent e-leizh. Un deiz bennak e vo embannet o lizheroł marse. O c'harantez evit an Arz hag evit Breizh ne reas nemet o zostaat an eil egile. Xavier de LANGLAIS a gustume lavarout : "Dindan e neuz wan e kuzhe ur pivizik a spered divoutin. Eeun e oa e galon hag anat e hegarated. Ur c'heneil eo bet a dra sur. "

Xavier HAAS zo bet degemeret e skol Arzoł Kaer Paris ma ne chomas ket pell. E-kerz e studioł e Paris e voe Xavier de LANGLAIS un ostiz aketus e ti HAAS. Mare an dinec'h e oa, o fevar o seniń hag oc'h ober c'hoariva.
O sońjal ennań hag en e ziaesterioł e tiviz e dud lakaat sevel un ti gounit, gant an adeiladour, an aotrou Abella, straed Cassini. Ar ranndioł zo aozet evit arzourion gant labouradegoł ha mogerioł gwer. E 1930 e oa echu ar savadur ha kinklet brav eo gant ur c'houriblenn dorgennek gant Xavier HAAS. He gwelout a c'haller c'hoazh er straed d'an niverenn 12.




















































Xavier de Langlais ha Xavier Haas








An adeilad-mań, skoueriek mat eus ar bloavezhioł 30, a zlefe bout marilhet.




























































Daoust d'an trubuilh en doa eń torret, e oberenn nend eo bet nemet meuleudi ar vuhez hag ar gened. Livour ha kizeller, e feiz a lakae en e vicher. Krouiń a rae hep mall gant karantez ha hep klask korvo. Evel Xavier de LANGLAIS e plije dezhań an oberennoł graet mat. En hevelep skol e oant bet kelennet. En tu all d'an un awen, o estlamm kenetreze a levezone o labourioł. O daou ez emezeljont e strollad AR SEIZ BREUR, savet e 1927 gant Jeanne MALIVEL ha René-Yves CRESTON, ma teuas arzourion all e-leizh mennet holl da neveziń an Arz breizhek en ur chom feal d'e ene.

Xavier HAAS zo manet dreist-holl war e lerc?h kizelladurioł nerzhet war goad :

- Ur steudad sent Breizh ;
- Ur gartenn Vreizh arlivet gantań e unan gant ar gwispon ;
- Ur programm "Bleun Brug" (kendalc'h keltiek) ;
- Skeudennoł e kelaouennoł : "Ololé", "La Bretagne", "Sked, Feiz ha Breiz" ;
- Ur skeudennadur dre zourlivadur "Pionniers Celtes" gant G. Toudouze, diembann ;
- Ur gontadenn, "Lommig", skrivet ha skeudennet gantań, Skridoł Breizh, 1943 ;
- Ur skeudennadur, "Gwinizh hepken", gant Marianna Abgrall, Al Liamm, 1962 ha
- Sevenidigezh gant Herri Caouissin eus "Breizh, visions d'histoire", Melezour Breizh 1969, o daou embannet war-lerc'h e varv.

Oberennoł all disheńvel krenn en deus krouet :

- "Diorama de Bretagne" e stal Vreizh an Diskouezadeg Hollvedel 1937 ;
- Banniel sant Gildwen, paeron ar Vretoned divroet, 1950.
-Kalz a reas ivez evit ar c'hoariva brezhonek hag e krouas patromoł ha gwiskamantoł evit ar Bleun Brug, 1937-1939 : "Kevrin Yann Landevenneg", "Fostus an Doktor Daonet" (Marlowe-R.Hemon), "Koroll ar Vuhez hag ar Maro" (Xavier de LANGLAIS, 1939).
-Un toullad livadurioł dre c'hlaoutresań ez eus manet a du 'rall war e lerc'h.
































N'en deus ket bet amzer a-walc'h evit krouiń. Evel ar yec'hed, se ivez zo bet nac'het dezhań. Marvet eo d'an oad a 43 bloaz, d'an 13 here 1950. Diechu eo e oberenn ha biskoazh n'en deus tizhet ar veurded a venne. Koulskoude e kavas amzer d'ober war-dro e vreudeur a boan, Seizidi Frańs, dre genlabourat d'o c'helaouenn "Faire Face". Marv hep lignez, e c'hoar "Fofi" hag e nized Skora ha Rehnberg a glask mirout bev e eńvor.






Tugdual de LANGLAIS

Troidigezh: Gwenhael ar MENTEG

Xavier HAAS war e wele kańv,
treset gant Xavier DE LANGLAIS.


























































Sommaire Xv H.
Pajenn a-raok