I
Gronnet a bep tu gant flammoù ar gurun, torret he gwern gant striv ar seizh avel ha diframmet he stur gant an tarzhioù, ne c'hell ket mui ar vag derc'hel penn d'an arnev.
Bountet, bannet, strinket betek kribell uhelañ an tonnoù, ruilhet hag eilpennet gant ar rolladennoù, ha stlapet adarre d'an diaz... setu hi lonket gant ar mor.
Lonket ha goueledet ar vag !... Ar plac'h yaouank, ken dinerzh ha difiñv ha pa vefe marv, a zo taolet he c'horf war aodoù an enez.
Pa fell dezhi, o tisemplañ, ober ur sell tro-dro, e chom saouzanet :
Un euzhvil braouac'hus a zo daoubleget a-us dezhi... e benn ken tost d'he dremm ma ne c'hell ket ar verc'h distreiñ he selloù diouzh e zaoulagad.
Hañval ganti, en he spouron, emañ c'hoazh oc'h huñvreal... ur gwall hurlink ! Fellout a ra dezhi youc'hal, ha ne c'hell ket dibrennañ he diweuz ; tec'hout, ha ne c'hell ket sevel ; kuzhat he dremm, ac'hoel ! e pleg he brec'h savet, ha ne c'hell ket fiñval zoken.
Ha gant ar spont e sempl da vat !


Pa zigor adarre he daoulagad emañ en he gourvez en ur gambr dianav, kollet ganti an eñvor eus he buhez kent, eus he zrubuilhoù, eus he spouron... nemet he deus c'hoant da ziskuizhañ, da ziskuizhañ !

Treiñ a ra he fenn ; daoust ha ne vefe ket dihunet mat c'hoazh ?

An euzhvil, ma oa bet spontet gantañ war an aod, a zo dirazi adarre.

Biskoazh n'he doa klevet lavarout edo o vevañ war an douar loened ken divalav hag hennezh... ur penn ramzel dezhañ, ront evel ur sukrinenn, gant daoulagad bihan divalvenn, du-pod (a bare outi divuhez), un toullig-kreiz hepken e-lec'h fri, toulloù e-giz divskouarn, ha dindan e doullig-fri, ur genou toullheñvel ivez, bepred damzigor.

Na blev na barv, nemet ur guchennad blevennoù en e doulloù-divskouarn hag en e doulloù-fri, da herzel ouzh ar boultrenn a stankañ ar c'hanioù-se moarvat !

Netra ken da lavarout a-zivout e benn, nemet e vralle a-us d'ur c'horf heñvel ouzh ur voull, eñ ivez, harpet war izili moan.

Ha gwisket e oa pe ne oa ket ? Ne vije ket bet ar plac'h evit hel lavarout, ken trelatet e oa bet gant livadenn ruz-mouk e gorf.
Embannaduriou