Mari-Stefan PELTIER, Preizher-mor eus an Naoned
(6 a viz genver 1762 - + 1809 ?)


Ar Stad-Pobl ivez he deus bet he Breizherien-vor


Mab da Yann Peltier-Dudoyer, ur c'hewerzher naonedad pinvidik, mignon da Venoni Franklin ha da V(b)eaumarchais, Mari-Stefan, evel e vreur ar c'hazetenner Yann-Gabriel Peltier, a voe ganet e Gonnord - 49 (deuet da vezañ Valanjou da c'houde) ; dre m'en em sante Breizhad e lavare bezañ ganet en Naoned, 'pezh a gresk diaester an enklaskou a nested ... Goude studiou kadarn, ar paotr start-man, bras hervez ar mare (1,75 m.), a lestr war bigikenwerzh :

- da ugent vloaz, e 1782, en doa endeo graet ur verdeadenn ha pevar ergerzh pa ya kuit adarre war "Ar Madoberezh" (La Bienfaisance) ; da c'houde e lestr war bigi paramantezhet gant an tiegezh (Pelletier-Dudoyer/Carier de Montieu) :
- da zaou vloaz war-nugent, war "
Ar Sant Remi" (Le Saint Rémy), 400 tonell, paramantet a bevar kanol,
- da zri vloaz war-nugent, e 1785, en em gav eil-Kapiten war an "
Tad Kozh" (Bon Papa), 250 tonnell, daou ganol, o vont da Sant Domingo (St Domingue) dre vro-Loeiziad (Louisiane) da zegas eno ergerzh, war goulenn Charlez III, roue Spagn.

Da c'houde ur pad a zek vloaz ma n'ouzomp mann dioutan an deiz-man deiz ; Enroll an Emengoueslidi war al listri kenwerzh, e Diellou Departamant al Liger Atlantel, a verk e nebeut ger : "1788, nep kelou".

E-pad an Disparc'h dam vuiañ al listri a veze paramantezhet da breizherien-vor ; e dad en doa en araok paramantezhet ur preizher-mor "An ergerzh" (Le Zéphyr) e 1779, e-pad brezel Dieubidigezh Amerika; souezh ebet ma gaver Mari-Stefan a nevez e 1795:

- da zri vloaz ha tregont, e-giz ofiser war ar preizher-mor "Kevatalder" (Egalité),
- d'an eil a viz kerzu 1796, eman kapiten "An Arvar" (L'Aventure), preizher-mor gant c'hwezek kanol hag ul lestrad a bemp den ha tri-ugent,
- d'an 2 a viz du 1797 e lestr da eil kapiten war ar preizher-mor "
Ar Barver Seviliad" (le Barbier de Séville), hag e raio un hir a veaj e Kreisteiz Mor Atlantel, a yelo betek ar Surinam. Dindan e veli, "Ar Barver Seviliad' a berc'henn al lestr saoz "An Elisa" (L'Elisa) euz Liverpool, ar brig saoz "An ergerzh" (L'Alouette) a yae euz Tortola da Lancaster, hag "An Aziliz" (la Cécilia) a zo adkemeret digantan ! E hirdroad hag o boaniou a zo displeget e FOLLENN AN NAONED (LA FEUILLE NANTAISE) deizet 4 Prairial Bloaz VI.
- d'an tri war-nugent a viz gouere 1798 en em gav e Paris, o chom en Ostaliri ar Portugal, pa zigemer ul lizher digant an Amiral E. Bruix, stadverour war ar verdeadurezh, oc'h ober gourc'hemennou dezhan diouzh e galonegezh hag o rei aotre dezhan da embregañ "Ar Virjinia" (La Virginie), paramantet a driwec'h kanol.
- E 1799 eman kapiten ar preizher-mor "
An Houzard" (Le Hussard), ugent kanol, ma berc'hennas gantan "Ar Karolina" (La Caroline) ; e Kroaz-Santel Tenerif e kaver, d'an tregont a genver 1799, un testeni a enskrive un diell a werzh etre ar "Sitoyan" Mari-Stefan Peltier, kapiten ar preizher-mor "An Houzard', ar "Sitoyan" Jermen (Germain), kensiner azivout ar breizhadenn amerikad "Ar Karolina", hag an Aotrou James Barry. Preizhañ a ra ivez al lestr portugad "Ar Faeton" (Le Phaéton) hag e zigas d'ar bevar a viz mae 1799 e Gwiana gall.

Div wech prizoniad gant ar Saozon, er Bloaz IV e-pad tri miz (war-dro 1796) hag er Bloaz V, hep mar e vo eskemmou dre m'eo dieubet peb gwech, rak arabat kenluziañ mor-laer ha preizher-mor: ar breizherien-vor, pa vezen tapet, a oa sellet auto da brizonidi a vrezel.

E-pad ar Stad-Pobl, ar Kuzul-ren hag ar Gonsuliezh e skrapo eta pemp preizh hag e reno un arvarus a vuhez etre Amerika Kreisteiz hag Inizi Antilhez, o tremen dre Inizi Kanaria. Chom a ra en Naoned e-pad e ehanou, evel m'en brou testeni Maer An Naoned d'ar pevar Germinal Bloaz X (pemp war-nugent a viz genver 1801), testeni da brouiñ, moarvat, n'en doa biskoaz divroet hag e c'helle goulenn digolladuriou a-zivout Sant Domingo.

Un herradig a gav d'an dek Floreal Bloaz VIII (tregont a viz ebrel 1800) da zimeziñ e Paris gant Anna Rivière-Souchère (pe a Souchère) hag e vevo ganti en Naoned. Eus an eured-se e gano, e Paris, d'ar c'hwec'h Pluviose Bloaz IX (c'hwec'h war-nugent a viz genver 1801), Mari, Franseza, Hipolitte Peltier a vezo "Fany" a Langleiz.

A zo da verkañ : er mare-se, en abeg da Beoc'h Amiens (pemp war-nugent a viz meurz 1802) a laka dilabour bed ar Preizhañ-Mor, eñ pe e wreg a c'houlenn ober testeniou a zervichou a zo lakaet da enskrivañ evit displegañ e red-vuhez. Ebrel 1802, ha setu an diwezhañ kelou hon eus digantan ; marv e vefe e Madagaskar araok 1819, hervez ul lizher digant e verc'h.

Petra a reas e-pad an eil vuhez-se, berr a-walc'h en diwezh ? Planter e Sant Domingo pe laermor ? Daoust hag eman gourvezet en ur vered kuzh eus ar bobl moraer Vezo pe e Bered al Laerien-Vor enez Santez Maria e Madagaskar ? Spi hon eus d'en gouzout un deiz bennak.

Lezel a reas un tiegezh en dienez; e zad-kaer Yann-Batist Rivière-Souchère, a oa distro da Sant Domingo gant e holl baperiou-titl, a varvas e Porzh ar Priñs e 1802 gant an derzhienn velen, hep bezañ gellet adc'hounit e vadou; setu perak, hep titlou, e verc'h na c'hellas biken bezañ digollet ! N'eo ket gwelloc'h stad ar Peltier: e dad Yann Peltier an Doyer a varv rivinet e 1803 (Bloaz XI). E vreur-gaer, ar paramantour naonedad Fransez Michaud, an hini eo a glasko ober eno e peb gwellañ da verañ an herezh.

Tugdual a LANGLEIZ


Troet e Brezhoneg (BZH unvan) gant Eudon a Rohan-Chabot.


Ar gerioù e glas-gwer a zo liammoù da gavout er skrid gallek.